Charles Michel (ganet e Namur d’an 21 a viz Kerzu 1975) zo ur politikour eus Belgia. Kentañ Ministr Belgia eo adalek an 11 a viz Here 2014 betek an 27 a viz Here 2019. Prezidant ar C'huzul Europat eo abaoe ar 1añ a viz Kerzu 2019[1].
E dad, Louis Michel, zo bet anavezet evel politikour ivez. E penn ar strollad gallek Mouvement Réformateur (MR) eo bet Charles Michel abaoe miz C'hwevrer 2011.